1967 : Plaidoyer pour les talus en fleurs, symboles du printemps : la poésie engagée d’Anjela Duval
Paysanne et poétesse, la trégorroise Anjela Duval nous a laissé une oeuvre poétique exceptionnelle. Son premier recueil Kan an Douar (Le chant de la terre) n’est pas seulement une ode à la nature mais un véritable cri pour dénoncer la destruction massive des talus orchestrée par le remembrement : Diskaret, devet ar gwez kozh, Lakaet an tan el lann er roz ! Mui a ograou d’an avel yud… Piv gano c’hoazh er blaenenn ? ( On détruit et on brule les vieux arbres, On met le feu à la lande, à la colline ! On n’entend plus les orgues de hurlevent Qui chantera encore sur la plaine muette ?
Elle jette un regard attendri sur nos talus : Bleuniou dister. Bleuniou tener. Bleunou savet war ar girzhier, Diwanet a-grap ar c’hleuzioù hag e leton ar gwrimennoù. Bleunioù koant an nevez amzer, Hollwisket gant livioù seder, Bleunv gwenn ha glas, ha ruz ha roz, Ha melen ‘vel stered an noz. ( Fleurs fragiles, fleurs tendres, Fleurs nées des haies, Écloses sur les flancs des talus et le gazon des lisières. Belles fleurs du printemps Toutes vêtues de couleurs gaies Fleurs blanches et bleues, rouges et roses Jaunies comme les étoiles de la nuit).
Cette symphonie de couleurs est vouée à disparaitre prédit la poétesse mais aussi toute une vie autour de ce microcosme : Ne vo mui na kan, na frond na bleuñv Na mui disheol ‘kostez ar c’hleuñv, Ha pelec’h ‘ta ray ar c’hozhiad un diskuizh hag ur c’hornedad Goudor ebet ouzh ar reklom Brizheol ebet kreiz an hañv tomm Na danvez mel d’ar wenanenn Na plas d’e guzhat er gleuzenn ( Il n’y aura plus ni chants ni parfums ni fleurs, Nulle ombre à l’aile des talus. Où donc le vieillard prendra-t-il son repos en fumant sa pipe ? Nul abri contre la bourrasque, Nul soleil tamisé au coeur de l’été chaud Nulle cache au creux de l’arbre pour le pollen de l’abeille)
Et d’an appeler au respect des anciens qui ont construit ces talus millénaires : O yaouankiz diskiant ! O trok levenez ‘vit arc’hant Selaouit klemm ar c’hleuzioù kozh Ho pet truez ouzh ho pro gozh, Ouzh labour sakt ho tadoù kozh. ( O folle jeunesse qui troque bonheur contre argent. Écoutez la plainte des vieux talus. Aie pitié de ton vieux pays et du travail sacré de tes ancêtres).
Ce respect absolu de la nature est le thème majeur de la poésie d’Anjela Duval qui aurait été en première ligne aujourd’hui contre l’artificialisation des terres et l’industrialisation de l’agriculture.

Pennad orin / Texte original
Diskar ar C'hleuzioù
- Bleunioù dister. Bleunioù tener,
Bleunioù savet war ar girzhier,
Diwanet a-grap ar c’hleuzioù
Hag e leton ar gwrimennoù.
Bleunioù koant an nevez-amzer,
Hollwisket gant livioù seder,
Bleuñv gwenn ha glas, ha ruz, ha roz,
Ha melen ’vel stered an noz.
Pe Vro ’n devo ouzhoc’h truez ?
E pe Vro ’reot hoc’h annez ?
Pa ne vo mui ha garzh na kleuz.
’Mañ maezioù Breizh o koll o neuz !
Nann, n’eo mui Breizh, Tir ar Gelted !
Ha pelec’h ’neizho an Evned ?
Diskaret, devet ar gwez kozh.
Lakaet an tan el lann, er roz !
Mui a ograoù d’an avel yud...
Piv ’gano c’hoazh er blaenenn vut ?
- ’Vo mui na kan, na frond, na bleuñv,
Na mui disheol ’kostez ar c’hleuz.
Ha pelec’h ’ta ray ar c’hozhiad
Un diskuizh hag ur c’hornedad ?
Goudor ebet ouzh ar reklom,
Brizheol ebet ’kreiz an hañv tomm
Na danvez mel d’ar wenanenn,
Na plas d’e guzhat er gleuzenn.
Hag ar frouezh gouez, va bugale,
Echu ’vo dezho hep dale :
Kistin, kraoñ-kelvez, mouar-du,
Koper, irin, lus ha babu...
Ha pelec’h ’kavo ar gwrac’hed
Louzaouennoù da aozañ tret ?
- O yaouankiz diskiant
O trok Levenez ’vit arc’hant
Selaouit klemm ar c’hleuzioù kozh
O pet truez ouzh ho Pro gozh
Ouzh labour sakr ho Tadoù-kozh.
(C’hwevrer 1967 ; Kan an Douar, pp. 169-170 ; © Kuzul ar Brezhoneg)
Troidigezh / Traduction
Gouzout Muioc’h / Pour aller plus loin
Anjela Duval, Kan an douar, Lec'hienn Kuzul ar brezhoneg
Anjela Duval o tibunañ Diskar ar c'hleuzioù war lec'hienn Ti-Embann ar skoliou (liamm da selaou)
Anjela Duval, dornskrid Diskar ar c'hleuzioù (lenn en linenn)