Poent eo troiñ kein d’ar webmediaoù amerikan !
Nevez zo zo deuet war wel war va fellgomzer skañv ur bedadenn da guitaat ar servijoù internet etre daouarn an oligarked amerikan ha rus o daou o c’hoari distruj bremañ. Goude taol gagn Elon Musk am boa kuitaet X pell zo hag en em lakaet war Mastodon. Ul lec’hienn digreizennet krenn hag evit ar brezhoneg eo Fedibreizh a ra war dro.
Bale a ra e-giz Twitter gwechall ha bale mat. An diforc’h a zo, ma ‘z oc’h dedennet gant ar golf da skouer oc’h beuzet kerkent gant kantadoù a bennadoù ha videoioù diwar-benn ar golf.
War Mastodon peus an dibab da zegemer nemet ar pezh peus c’hoant dre an #. Setu evit ar brezhoneg ez implijan #bzhg pe # brezhoneg. Ha ma meus c’hoant mont war ar golf e ran #golf ha mat pell zo.
Nemet rouez a-walc’h eo ar vrezhonegerien oc’h implijout ar benveg-se. N’em eus ket c’hoant koll amzer kennebeut da implij pemp pe c’hwec’h rouedad evit bezañ klevet. Koll amzer hag alies adlenn ar memes tra.Gwashoc’h zo, gwelet a ran an holl tud kar o yezh dasparzhet war nouspet doare da safariñ e brezhoneg : X, instagram, Thread, Whatsapp, Tik tok, messenger, linkedin, You tube, Facebook hag all.
Kuitaat ar mediaou amerikan a rankomp ober ar buanañ gwellañ met da belec’h mont ? Al lec’hienn https://www.bankrupttrump.org/ a ro deomp ul listennad brav a zibaboù da lar kenavo Amerika, ne gredan ket e veze kalz a Vretoned hoc’h implijout hentoù rusian da gejañ gant ar bed.
Evit pezh a sell ouzh ar brezhoneg e rankomp dibab holl asamblez da vont gant ar memes hentoù. Perak ? Gouzout a ra an nen eo nebeutaet niver ar vrezhonegerien ha ma z’omp strewet war meur a wenojenn, n’eus ket buhez ken.
Pa weler pegen birvidik eo ar Wikipedia brezhoneg hag ar Facebook brezhoneg eo sklaer omp gouest da gaout startijenn holl asamblez da zifenn hor yezh, hor sevenadur hag hor gwirioù hag eskemm en ur gwir kumuniezh.
Siwazh facebook zo aet da vrein ivez daoust ma zalc’h ar facebook brezhoneg da gaout tud d’o luskañ ha da ziwall ouzh ar c’homzoù dizereat.
Ar pal n’eo ket rediañ an dud da zibab un tu da c’hoari nemetken, merdeiñ a c’hell ober pep hini e-giz en deus c’hoant gant ar yezh en deus c’hoant. Koulskoude ma vez ul lec’h da vodañ aktourien ar bed brezhoneg e vije aesoc’h d’an holl.
Kinnig a ran d’ar re a zo oberiant war an dachenn d’en em welet an abretañ gwellañ evit dibab un hent holl a-gevred ha bezañ poellek war an tamm. Seul dispartiet e vimp seul wanoc’h e vo klevet hor mouezh.