Le Trésor du breton écrit Teñzor ar brezhoneg skrivet
Ce blog s'inscrit en complément de la Chronique Brezhoneg : trésor du breton écrit publiée dans Ouest-France dimanche. Vous y trouverez les textes intégrals et leurs traductions ainsi que des éléments de bibliographie et des liens internet pour en savoir plus. Amzer ar brezhoneg skrivet a ya eus ar bloaz 800 betek vremañ. Kavout a reoc'h amañ ar pennadoù en o hed hag o zroidigezh ha war an dro un tamm levrlennadurezh hag al liammoù internet da vont pelloc'h ganti ma peus c'hoant.

1924 : Reuz vras e Douarnenez : La grève des ouvrières d’usine de Douarnenez : le reportage en breton de Youenn Drezen

Janvier 1925, 46 ème jour de grêve des ouvrières des conserveries de Douarnenez : Gwelet a reer an dud dilabour e korn ar ruioù gwaskedet o daouarn en o c’hodelloù ; mont a reent da selaou prezegennerien en c’hoc’hu. Lod a youc’he, kalz a chome heb rannañ grik. Ha naon e oa e-touez an dud. (On voyait des chomeurs au coin des rues, les mains dans les poches. Ils allaient écouter des orateurs aux halles. Certains criaient, beaucoup ne disaient rien. Tous avaient faim).
Le conflit est salarial : Al labourerien o deus goulennet un tamm kresk bennag, pevar gwenneg an eur. N’eo ket re an holl. Nemet, uzinerien o devoa graet marc’hajoù gant o ostizien. Ne c’hellent ket kreskiñ diouzhtu ar c’houmanantoù. ( Les ouvriers avaient demandé qu’on augmente les salaires de 4 sous de l’heure, ce qui n’est pas du tout de trop. Seulement, les usiniers avaient passé des marchés avec leurs clients. Ils ne pouvaient pas augmenter les salaires tout de suite).
Le maire Flanchec reçoit l’aide de ses amis communistes de Paris pour piloter la grêve. Drezen pointe les difficultés des ouvrières de l’époque à comprendre les grands discours en français des orateurs : Bet on bet er c’hoc’hu o selaou ar gomunisted o sankañ kounnar en dud dilabour war zigarezioù prezegennoù trenk ha gallek, komprenet a-dreuz alies. (Je suis allé aux halles écouter les communistes attiser la colère des chomeurs avec des discours acides en français, souvent mal compris).
Les communistes occupent le terrain : Bemdeiz ur bannac’hig soubenn d’an dud ezhommek. Ur wech an amzer, un dek lur bennak. Ha bec’h goude-se dreist holl war ar varc’hadourien pesked ha war an uzinerien vras. Ar gomunisted a lakay atav ar reuz da badout evit ma teuy an dienez, mamm an dispac’h, da lojañ e ti ar paour. (Tous les jours, un peu de soupe pour les necessiteux. De temps en temps un peu d’argent et ensuite la pression sur les marchands de poissons et les usiniers. Les communistes cherchent a faire durer le conflit pour que la disette, mère de la Révolution, touche les pauvres.

Drezen se réjouit quand le conflit prend fin après 46 jours de grêve : “Pennoù sardin Dz” a zo deuet a-benn da gaout ar c’hresk a c’houlennent ha laouen bras omp gant ar c’heloù-se. Ra yelo bemdeiz ar peoc’h war wellaat e Douarnenez. (Les “Sardinières” ont réussi à obtenir l’augmentation qu’elles demandaient et nous en sommes très heureux. Que la paix reviennent à Dz).

Dindan : Skeudennoù tennet eus ar gelaouenn Excelsior, 9 a viz Kerzu 1924.

Pennad orin / Texte original

Reuz vras Douarnenez

Petra c'hoarvez eno ?

Miz Kerzu, miz Genver, glav bras, glav-mor bemdeiz dija, peadra da veuziñ ar vro. Bagoù Douarnenez a zo gwaskedet kloz er Porzh-Ru, pe a-dreñv dig Rozmeur. Tristidigezh a zo war gêr Douarnenez. Ar pennoù a zo teñval eno ivez.
Abaoe an 21 a viz Du, abaoe 46 deiz eta, devezhourien ha "pennoù sardin" an uzinoù a zo bet diskrog diouzh o labour.
Den ebet ne grede e vije chomet keit-all ar vistri hag o devezhourien heb en em glevout. Padal, ar vartoloded o deus degaset o sikour d'ar grev ha n'ez int ket aet d'ar mor, pe nebeut a-walc'h.

Gwelet a reer an dud dilabour e korn ar ruioù gwaskedet, o daouarn en o c'hodelloù ; mont a reent ivez - pa ne vez ken evit tremen an amzer - da selaou prezegennerien er c'hoc'hu. Lod a youc'he, kalz a chome hep rannañ grik. Ha naon e oa e-touez an dud. N'eo ket brav chom keit-se dilabour e-pad ar goañv.

Ar gwir hag ar gaou

Perak o deus paotred ha merc'hed Douarnenez diskroget diouzh o labour ?
Al labourerien o deus goulennet un tamm kresk bennak, pevar gwenneg an eur. N'eo ket re an holl.
Ar vistri o-unan a anaveze hag a lavare e oa poent bras kreskiñ paeamant an dud. Nemet - hag eno emañ an dalc'h- uzinerien o devoa graet marc'hajoù gant o ostizien, da badout betek fin ar bloaz 1924. War a lavarent eta, ne c'hellent ket kreskiñ diouzhtu ar c'houmanantoù, peogwir o ostizien o dije nac'het paeañ keroc'h o marc'hadourezh ; ha koll bras a vije bet.
Mes, da zeiz kentañ ar bloaz 1925 e prometent e vije kresket an holl. Ouzhpenn, an devezhourien o deus graet kolloù pounner da vistri an uzinoù en ur ziskregiñ diouzh o labour hep bezañ kaset kelou. Evit 500 000 lur bennak a besked a zo aet brein. N'eo ket mat ober seurt taolioù.
Mes dreist-holl, pa 'z eo bet diskiantet paotred Douarnenez, eo pa o deus lakaet en o fenn ar Flancheg hag e gomunisted. Paneve ar re-se, e vije bet echu ar grev, pell a zo, gant ar baeamantoù nevez.
Ar gomunisted avat a zo dre-zindan ha dre war-c'horre ivez, o sankañ kounnar en dud dilabour, war zigarezioù o frezegennoù treñk ha gallek ha n'int ket da vezañ intentet mat gant an holl. ( Evel ar plac'h yaouank-se a lavare en doa Cachin roet ali da garout Jezus Krist hag e lezenn ! Plac'hig paour ! ne oas ket evit faziañ bravoc'h !).
Ar gomunisted avat, a zo bec'h warno. Bemdeiz bodadeg, dindan ar c'hoc'hu. Bemdeiz ur bannac'hig soubenn d'an dud ezhommek, ur soubenn hag e ranker kaout naon du evit debriñ anezhi. Ur wech an amzer, un dek lur bennak. Ha bec'h goude-se, bec'h dreist-holl, ha war ar varc'hadourien besked ha war an uzinerien vras.
Darn eus ar bobl, eveljust a sav a-du gant ar re a hop ar muiañ. An Internationale, (lod a gan "la terre nationale"!) a ya en-dro er ruioù hag en ostalerioù, hag ar grev a bad.
Perak e fell d'ar gomunisted gwelout an ehan-labour o padout keit-all ? Kasoni o deus ouzh ar re binvidik, dre m'o deus c'hoant da gemer o flas, ha kounnaret ez int a-enep ar veleien, dre ma gondaon ar relijion o zechoù fall hag o buhez diroll re alies.
Seul hirroc'h e pado ar grev, seul vuioc'h e treñko gant an dienez spered an dud dilabour. Pa 'vo naon e-touez ar beorien e savo reuz, e vo torret traoù, e vo skuilhet gwad, e sailho an dispac'h. Setu petra glask ar gomunisted, an dispac'h, an Abardaez vras ha n'eo ket mad ar bobl an hini eo.
Ma o deus Douarneneziz gwir da c'houlenn paeamant gwelloc'h, e faziont, ken e faziont trawalc'h o vont da heul an dispac'herien e-lec'h kas anezho da sutal brulu.

Reuz ha freuz

Brudet eo bet a-viskoazh ar vartoloded - ha piv zo muioc'h martolod eget pesketour Douarnenez ? - da vezañ youc'herien touet. Ha bez ez int, va Doue ! Un druez eo hopal kement all !
O chom sizhunvezhioù evel-se dilabour, ar c'hrevisted a zo aet goullo o godelloù. Imor a zo savet en o c'halon. Tud prim int. N'eo ket ret hisal re anezho war "everien c'hwezenn ar bobl", war ar " vuntrerien, ar sunerien gwad" hag all.
An taolioù a deu buan. Torret eo bet ar gwer, koulz lavaret war an holl uzinoù.

Ar freuz vras a c'hoarvezas, avat, da zeiz kentañ ar bloaz. Gwazed deuet eus a Bariz, a dennas taolioù revolver war un nebeut everien, azezet en ostaliri an "Aurore" e Tal-ar-Groaz. Ar Flanchec a bakas un tenn en e c'houzoug, e noz a oa gloazet grevus en e benn ha daou pe dri vartolod a glemme war an douar.
Evel ul luc'hedenn e redas ar gaoz tro kêr e oa bet lazhet martoloded gant lamponed. Amzer ur c'hwitelladenn, e oa milieroù a dud war ar ru, paotred ha merc'hed.
Ar vuntrerien a oa aet da guzhat en "Hôtel de France". Ne oa ket seizhdaletoc'h an norioù o fregañ dindan taolioù skoaz ar vartoloded kounnaret, torret e oa ar c'hadorioù, roget ar voulouz hag al lêr, laeret an arc'hant ha boutailhadoù boeson. Pa zigouezas an archerien war varc'h, e savas youc'hadeg warno. Taolioù kontell a oa sanket e talier ar c'hezeg. Un archer e oa torret dezhañ e zent en e c'hinoù gant un taol-maen. Re all a ruilhas dindan treid an dud fuloret. Ma vije bet kavet ar vuntrerien, ne vijent ket bet tennet bev diouzh tro daouarn re Douarnenez.
Mes perak skeiñ gant an archerien hag o deus bet ar gouraj da chom sioul, e-mesk tud dirollet ?...

Piv a baeo ?

Piv en doa kaset ar Barizianed da ober o mestr-taol e Breizh ? Gouezet e vo el lezvarn. Ar pezh a zo sur, ne oa ezhomm ebet anezho. Ar Vretoned a zo bras a-walc'h evit ober o aferioù o-unan. Mes un dra a chom sklaer. Piv a baeo ar freuz, an traoù torret ?
Perc'hen an "Hôtel de France" a c'houlenn 50 000 lur domaj hag interest. Piv a baeo, nemet ar gomun, da lavaret eo an holl Douarneneziz, an dud a urzh vat koulz hag ar re all ! Gwelloc'h e vije bet eta, chom sioul ha bet e vije an holl a-du ganto.

Diwallomp ouzh an dispac'h

Aotre 'zo da zilezel al labour a-wechoù, pa n'heller ket dont a-benn, e-giz all ebet da reiñ da selaou ar goulennoù just.
Arabat, avat, mont da derriñ ar gwer, da freuzañ an traoù, da skoiñ ha da youc'hal loustonioù. Ne c'hounezer netra, ha dizale e weler laboused, evel ar c'homunisted o tegouezout gant o frezegennoù a gasoni. Ar re-mañ a lakay atav  ar reuz da badout evit ma teuyo an dienez da lojañ e ti ar paour, an dienez, mamm an dispac'h.
Devezhourien ha "Pennoù sardin" Douarnenez a c'houlenn ur gwenneg bennak mioc'h evit bevañ. A hend-all int tud ker didrouz ha forzh piv.
Deuet int a-benn da gaout ar c'hresk a c'houlennent hep bezañ roet digarez d'ar c'homunisted da gas o zaol da benn.
Hiviziken - ha laouen bras omp gant ar c'heloù-se - e vezint paeet : ar wazed, pemp kwennek muioc'h an eur, hag ar merc'hed pevar gwenneg muioc'h.
Ra yelo bemdeiz ar peoc'h war wellaat e Douarnenez, rak evel ma lavarer : "Ar peoc'h a vag ar peoc'h !" ha "Da heul al labour emañ ar boued !".

Youenn an Drezen, Le Courrier du Finistère, 10 a viz Genver 1925

 

 

Troidigezh / Traduction

Gouzout Muioc’h / Pour aller plus loin

E brezhoneg
Per, Goude elecsionou Douarnenez, Le Courrier du Finistère, N°2342, 3/01/1925 lenn en linenn
Youenn an Drezen, Reuz vras Douarnenez, in Le Courrier du Finistère, N°2343, p.1. 10/01/1925 lenn en linenn (lire aussi en français P.3 du même numéro, les trois articles concernant Douarnenez)

En français

Wikipedia, La greve des sardinières Lire en ligne. pour trouver toute la bibliographie.
Procès des briseurs de grève de Douarnenez à lire sur Ouest Eclair du 17 au 23 octobre 1925, Site Gallica