Breizh…Keltiek, ur c’hollok a bouez evit hon identelezh
Aet e oa breskenn meur a hini o doa lakaet o fri war diskouezadeg Mirdi Breizh e Roazhon ar bloaz paseet. Daoust pegen dedennus e oa lod pezhioù a oa diskouezet, ar skridoù a yae da heulh a lakae an nen mantret. Pa ‘on bet tost me va unan, gwisket ganin va c’hroc’hen kelt ne vije nemet dre implij ar yezh, va c’hroc’hen Breizhad dre an istor, pa ‘z on deuet maez ne oan ket mui netra. Strafuilhet oa va spered gant un arridennad pikoù goulennata o silañ em spered, ne oa liamm ebet etre an Hengelted hag ar Vretoned a-vremañ : ne oa nemet ar geltiegezh a-vremañ un ijinadenn bet savet gant barzhed krewichennek, heuliet gant kozh-nevezdrouized, adfritet er saoz nazi gant an emsaverien, ha deuet da vezañ ur produ koñwerzh boutin war ar marc’had evit brasañ gounid ar c’hapitalisted.
Ne zeuin ket en-dro amañ war ar reuz he deus savet an diskouezadeg-se e-touez ar Vretoned kar-o-bro. Savet ‘m eus ur roll a 60 pennad a zo moien da lenn war va blog www.tresor-breton.bzh. Deuet oa poent da gas an dorzh d’ar gêr gant ur preder diazezet war red an istor, gant skiantourien a beb bro, dieub o spered eus yev un deskadurezh vroadel deuet da vezañ ur vekanik da nailhañ ar Frañsizien. Set oa deuet mat intrudu Skol Uhel ar Vro ha Celtic Blm eus Skol veur Roazhon 2 da ginnig ur c’hollok da genver digoradur Gouel Etrekeltiek an Oriant.
Deuet eo brav gante pa oa tost da 500 den e sal vras ar c’hendalc’hioù en Oriant. Ur chifr a-bouez da ziskouez pegen birvidik eo ar mennozh keltiek e Breizh.
Evit degas sklerijenn war an amzer gozh ez eus bet klevet pennoù meur an enklaskoù war an tamm : Barry Cuncliffe (Oxford), Patrick Galliou (Brest), Herve ar Bihan (Roazhon) Simon Rodway (Aberystwyth) ken koulz ha ispisialisted eus ar bed keltiek a-vremañ : Erwan Chartier, Roger Faligot, Joël Cornette, Rozenn Milin hag Alan Stivell test meur an devezh.
Hemañ en deus digoret an devezh o lar krenn ha krak « Sorc’henniñ er geltiegezh ‘m eus graet a-viskoazh ».
Ur geltiegezh a vev er mare-mañ ur gwir reveulzi. Cheñj penn d’ar vazh en deus graet an arkeologour Barry Cuncliffe. Evitañ ne glot ket mat dizoloadennoù diwezhañ an arkeologiezh gant an displegadenn oa bet degemeret dibaoe an XIXved kantved. Dibaoe ar mare-se e soñje deomp en doa bleuniet ar sevenadur keltiek adalek ar seizhved kantved a-raok Jezuz Krist e Kreiz Europa kostez Hallstat (hiriv en Aostria) ha La Tène (hiriv e Bro Suis). Diwar an andread-se eo en em astennet sevenadur ar Gelted war un dachenn ec’hon a ya eus bro Spagn betek Belgia, eus Iwerzhon betek bro ar C’halated e kreiz bro an Durked hiriv.
N’eo ket tamm ebet savpoent Barry Cuncliffe. Lakaet en deus war raok penaos e oa stank an darempredoù etre ar pobloù atlantel dibaoe mare an neolitik, ur gwir kevredigezh atlantel a oa. Degas a ra da soñj penaos da vare an arem, e oa ezhomm eus Kouevr Bro Spagn ha Staen an Arvorig koulz hag hini Breizh Veur. Breizh a oa e-kreiz an eskemmoù kenwerzhel d’ar mare-se. Soñj a ra dezhañ ez eus bet ul Lingua Franca, ur c’henyezh d’ar pobloù-se, ur yezh hengeltiek a zo en em ledet en Europa dre ar ster liger, ar Stêr Garon ha dre ar morioù. Ar studioù genetek a vez graet un tamm pep lec’h en Europa a zegaso sklerijenn pelloc’h war red ar poblañsoù er mareoù kent.
Lakaat a ra sklaer penaos eo bet kreñv darempredoù etre Kelted ar c’hornog dibaoe pell ha levezonet kaer eo bet doare ar Vretoned gant al levezon keltiek betek hiziv.
Aet eo Patrick Gallioù arkeologour eus Skol-veur Brest war e roudoù. Displegañ a ra n’eo bet kreñv galloud ar Romaned nemet e reter ar vro e Roazhon, Naoned ha Gwened da dra ma chome gwall skañv levezon ar Romaned e Breizh Izel. Adalek an teirved kantved eo aet war goazhañ pouezh ar Romaned war ar vro.
Darempredoù stank a zo chomet d’ar mare-se gant pobloù kelt all Breizh Veur. N’eus nemet Iwerzhon a zo chomet a-gostez ha pellaet Arvoriz eus bed an Iwerzhoniz.
N’eo ket drol neuze da ziwezh an impalouriezh Roman e vije bet darempredoù stank etre Bretoned an Arvorig ha re Breizh Veur. Herve ar Bihan en deus lakaet splann e oa ur yezh voutin etre an daou du eus ar mor, ur yezh kreñvaet gant ar poblañsoù deuet da chom da Vreizh Vihan ha gant an darempredoù ekonomikel.
Pelloc’h Simon Rodway, kelenner en Aberystwyth en deus lakaet sklaer diouzh e du an darempredoù sevenadurel etre Kembre ha Breizh da vare ar Grenn amzer. Levr du Carmarthen, doareoù sevel gwerzioù, lennegezh Arzhur a zo skouerioù splann n’eo ket aet da get an darempredoù etrekeltiek war lerc’h ar bloavezhioù mil hag e chom ar geltiegezh ur perzh a-bouez eus hon identelezh.
N’astennin ar gaoz war gomzoù an dud o deus lakaet en a-raok danvez liesseurt hon identelezh a-vremañ. « N’eus ket a identelezh glan » he deus lavaret sklaer Rozenn Milin met « ar brezhoneg a zo unan eus an teñzorioù a ziskouezh omp ur bobl hag ur vroad », n’eus ket da vezañ sklaeroc’h.
Gortoz a raemp holl prezegenn Corinne Poulain, renerez ar Maezioù Frank e Roazhon. Teir stal a zo renet ganti, Al levraoueg, Mirdi Breizh ha Takad ar Skiantoù. Dre se en deus bet afer gant tabut an diskouezadeg Celtique ? Meur a garg uhel he deus bet e bed ar Sevenadur o vezañ zoken kuzulierez div vinistrez e karg eus ar C’hultur e Bro C’hall.
Tennañ kentel eus ar reuz zo bet he deus graet :
– Diskouezh a ra -emezi- pegen a-bouez eo d’ar Vretoned tem ar geltiegezh. N’heller ober ganti en un doare skañv ha diresis.
– Un diskouezadeg n’eo ket graet evit klozañ ar gaoz war an tem dibabet. Ezhomm zo pinvidikaat ar preder gant kollokoù hag eskemmoù. En em soñjal war an tamm ranker ober atav.
- Celtique ? en deus gouzañvet eus ar chikan a zo etre ar skolioù meur, ar pezh n’eo ket bet kemeret e kont gant aozerien an diskouezadeg.
- Klasket o deus an aozerien eeunaat betek re ar skridoù a yae gant an dafar diskouezet, ar pezh zo bet degemeret fall gant lod. Ne oa ket ur raktres kuzhet da zisrarañ mennozh ar geltiegezh e Breizh.
Eviti e ranko ar mirdi stankaat an darempredoù gant ar skolioù meur, gant an arkeologourien, gant ar c’hevredigezhioù, gant ar mirdioù all ha gant ar c’helaouennoù ispisializet.
O reiñ ar gaoz da beb hini en un doare seven ha seder, kollok an Oriant en deus diskouezet an hent da vont pelloc’h war un anaoudegezh don eus danvez Breizh. Prest eo ar Vretoned da glevet doareoù disheñvel da gompren ar c’hudennoù hag heuliañ e-giz-se an tabutoù a zo etre ar skiantourien.
Klozet eo bet ar c’holok gant komzoù ar bolitikourien. Chomet eo kannad Iwerzhon war e dachenn, o lakaat war raok an darempredoù kaer a zo etre Iwerzhon ha Breizh, Brittany Ferries, Gouel an Oriant, Komiteou gevelliñ, Mell-droad gouezeleg hag all. Loig Chesnais-Girard presidant kuzul Rannvro Breizh en deus fogaset ar c’hentañ forum keltiek bet dalc’het e Roazhon antronoz.
Digoriñ a ra an hent da zarempredoù stankoc’h etre an holl vroioù. Met an hini en deus skoet ar sperejoù eo, kentañ ministr Bro Gembre Mark Drakeford. Displeget en deus penaos eo bet lakaet da bal, kaout ur milion a gembraegerien a-benn ar bloaz 2050. Diskouez a ra splann eo gant ur youl poilitikel kreñv e teuer a-benn da saveteiñ ur yezh. Ur gentel evit ar Vretoned !