2012 : Kêrioù Arz (Cités d’art et d’histoire de Bretagne)
Savez vous que dès 1633, on trouve le mot vakañsoù dans un lexique breton : deizioù gouel pe en re ne labourer ket ( Jours de fête ou jours où on ne travaille pas) est-il même précisé. Que faire de ces vakañsoù tant désirées ? En ces temps de covid l’exotisme est passé de mode, place à la redécouverte de notre Bretagne.
Il faut saluer l’initiative des cités d’art de Bretagne qui ont publié une très belle plaquette en breton Kêrioù Arz, glad kêrioù Breizh (Cités d’art, patrimoine des villes de Bretagne). On y trouve les grandes villes de Bretagne mais aussi beaucoup de petites villes de caractère.
Il faut saluer l’initiative des cités d’art de Bretagne qui ont publié une très belle plaquette en breton Kêrioù Arz, glad kêrioù Breizh (Cités d’art, patrimoine des villes de Bretagne). On y trouve les grandes villes de Bretagne mais aussi beaucoup de petites villes de caractère. Lod n’o deus ket gallet derc’hel d’o lufr, kollet ganto o c’harg velestradurel pe armerzhel, kêrioù o doa graet berzh gant kenwerzh ar mezher pe al lien pe kêrioù eskopti eus ar Renad kozh deuet da vezañ bourc’hioù bihan, kêrioù relegoù. ( Certaines n’ont pu garder leur rayonnement parce qu’elles ont perdu leur fonction administrative ou économique, des villes qui ont fait fortune dans le commerce des étoffes ou encore d’anciens évêchés devenus des bourgs ou des villes de patrimoine).
Derrière les vieilles pierres jalousement conservées il y a une culture séculaire : lec’hioù koun ma santer c’hoazh louc’h an ijin, c’hwezh ar spered, dorioù digor war ribloù an Amzer (Des lieux de mémoire où nous sentons encore l’empreinte des bâtisseurs, le souffle créatif et l’esprit ouvert sur les rives du temps)
Kant vro, kant giz ( cent pays, cent coutumes) dit le proverbe, c’est aussi vrai pour notre patrimoine urbain. Chaque coin de Bretagne à ses spécificités qui font le délice des amateurs de patrimoine : ur pezh kentel istor dindan an amzer hag a zigor un hent touristel dibar e pep kêr (Un cours d’histoire qui couvre toutes les périodes et qui ouvre des perspectives touristiques originales).
Les 8 villes labellisées « Ville d’art et d’histoire » complétées par le réseau des 14 villes historiques de Bretagne permettent de mettre en avant notre patrimoine exceptionnel : Ra vo anavezet touristerezh ar c’herioù grataet evel unan eus elfennoù pouezusañ ar c’hinnig touristel e Breizh ( Que le tourisme des villes labellisées soit considéré comme un des piliers de l’offre touristique en Bretagne).
Faire connaitre la Bretagne dans ses langues, une initiative à encourager, car un Breton qui connait bien son pays en est naturellement l’ambassadeur.
Pennad orin / Texte original
Ar Roc'h-Bernez
Pintet eo ar Roc’h-Bernez war ur beg-douar
roc’hellek, a-us ar Gwilen. Neb a glasko mont
etrezek enni a ray anaoudegezh gant he ze zourioù.
Dav eo da gentañ soñjal er mareoù ma c’halled
sevel pell en douaroù gant ar stêr diazez-se,
da-heul al lanv, ha goude-se digeriñ e zaoulagad
evit bevañ en-dro amzerioù kaera kêr, da vare
ar varoned hag ar bigi dre lien. Osteloù prevez,
etrepaouezioù kozh, grignolioù holen ha kement
zo, ur bern testenioù eus an amzer gwechall zo
da zizoleiñ e pleg ar straedigoù ...
War-dro ar bloavezh mil e savas Bern Hart, ur
penn-brezel viking anezhañ moarvat, er Gwilen.
Merzout a reas ar beg-douar-se, etre ar stêr ha
porzh ar Rodoer, ha neuze en em stalias eno abalamour
ma oa ul lec’h strategel a-zoare. Lakaet e
voe e ziskennidi, deuet da vezañ kristenien, da
varoned, ha ganto e veze evezhiet an tremenerezh
war ar Gwilen. Krouiñ a rejont ur vourc’h-kastell, ha
goulenn neuze e 1063 digant abati beneadat
Redon diazezañ ur prioldi eno, un tamm pelloc’h
war-zu an norzh. Edo ar voudenn feodel hag ar
vourc’h-kastell lec’h m’emañ ar Ruikard, war ar
beg-douar. E-kerzh ar Grennamzer e voe tapet
muioc’h-mui a lañs gant ar porzh, ar pezh a weler
mat gant ar grignolioù holen, e straed an Haleneri,
an etrepaouezioù war ar porzh hag ar c’hoc’huioù
war blasenn Bouffay a zo chomet war-lerc’h ar
mareoù berzh-se. Er XVIvet kantved e teuas ar
Roc’h-Bernez da vezañ ur c’hreñvlec’h protestant
dindan levezon ar baron François de Coligny. Endro
da blasenn Bouffay ec’h adkaver meur a ostel
prevez eus ar c’houlz-se, ganto gizioù gotek hag an
Azginivelezh mesk-ha-mesk. Mont a reas obererezhioù
ar porzh war zigreskiñ e penn kentañ an
XXvet kantved abalamour da gevezereh an henthouarn
a oa krog da dapout lañs. Gallet he deus ar
Roc’h-Bernez avat, gant an tremenerezh war an
hentoù hag an touristerezh, delc’her da vezañ ul
lec’h degemer ma vez debret mat.
Troidigezh / Traduction
Gouzout Muioc’h / Pour aller plus loin
Brezhoneg : Kêrioù Arz, glad kêrioù Breizh
Galleg (Français) : Cités d'arts, patrimoine urbain de Bretagne
Saozneg (English) : Cities of the arts, Brittany's urban heritage
Kastilhaneg (Espagnol) : Ciudades de Arte, el patrimonio Urbano de Bretaña
Alamaneg (Allemand) : Kunststädte, Städtisches Erbe der Bretagne
Italianeg (Italien) : Centri di interesse artistico, Patrimonio Urbano della Bretagna