Le Trésor du breton écrit Teñzor ar brezhoneg skrivet
Ce blog s'inscrit en complément de la Chronique Brezhoneg : trésor du breton écrit publiée dans Ouest-France dimanche. Vous y trouverez les textes intégrals et leurs traductions ainsi que des éléments de bibliographie et des liens internet pour en savoir plus. Amzer ar brezhoneg skrivet a ya eus ar bloaz 800 betek vremañ. Kavout a reoc'h amañ ar pennadoù en o hed hag o zroidigezh ha war an dro un tamm levrlennadurezh hag al liammoù internet da vont pelloc'h ganti ma peus c'hoant.

Embannadur divyezhek “Trec’h ar garantez”

EMBANNADUR DIVYEZHEK TREC’H AR GARANTEZ

Trec’h ar garantez eo unan deus an tri romant bet embannet etre an daou vrezel gant Jean-Louis Rozeg a sine « Brogarour » anezhañ.

Jean-Louis Rozeg a oa misionaer eus urzh Sant Jakez a Montfort. Mont a rae da brezeg misionoù un tamm pep lec’h er vro. Derc’hel ar feiz, derc’hel ar yezh, derc’hel ar gizioù kozh, evitañ kement-se a yae asamblez. 

Paotr ar feiz e oa, hag ur feiz kreñv ha kalet e-giz oa bet desket dezhañ en e vro gatolik Bro Leon. Ganet eo bet e Ploueskad e 1898. Ur gronikenn « An taol Lagad » a skrive kazi beb sizhun er gelaouenn « Breiz » savet gant Yves Le Moal, ur gelaouenn kristen e brezhoneg. « Ar relijion da gentañ, eno eo emañ ar silvidigezh rak eno emañ ar wirionez hag an dever ».

Stourm a rae evit ar skol gatolik hag a-enep ar skol lik : « Ar skol laik a zo galvet da vezañ magerez ar spered komunist, da vezañ skol ar revolusion ». Goulenn a rae e vije an div skol heñvel ouzh al lezennoù : « Pegoulz e vezo skolaerien Bro C’hall evit ober katekiz er skolioù ? Pegoulz e vezo gwelet skolioù katolik paeet gant ar gouarnamant nann gant ar Gatoliked o-unan ? »

Difenn kreñv a ra ar reolenn divyezhek er skolioù, da laret eo implij ar brezhoneg gant ar vugale evit deskiñ dezhe ar galleg, o sentiñ e-giz-se d’an Ao. Eskop Duparc : « Il est inadmissible que des élèves bretons quittent une école libre urbaine ou rurale sans savoir le Breton ». Skrivañ a rae dija e oa fall stad ar brezhoneg er bloavezhioù tregont:

« Biskoazh n’eo bet ken tost d’e varo ha ma ne deuer ket prim war e sikour emañ graet gantañ da viken » 

Petra sonjfe hiziv, pag eo adembannet e benn oberenn Trec’h ar Garantez. ? Ur romant a dalvez dreist holl evit taolenn ar vuhez sokial e Breizh Izel pa oa brezel ar skolioù o ren. 

Evit ar wech kentañ e kaver e levr an Aotrou Rozeg doare ur match foot-ball, ur c’hoari polotenn-troad kontet e brezhoneg. Lakaet en deus  ar gerioù teknik evit ar wech mat en hor yezh. Ul lip-e-bav. Met n’eo ket toud, ar paler Gwenole, mestr-skol gatolik zo o fritañ karantez gant merc’h ar skolaer lik. Ha setu brezel ar skolioù e Lestonan, ur rann eus komun An Erge-vras, an holl dud e-giz ki ha kazh. Ur romant mod kozh, met brezhoneg yac’h a gaver tal ouzh tal gant ar galleg. Ur romant istorel da c’houzout penaos e ouie hon tadoù kozh en em chikanañ da vat. Goude embann Deguignet an debrer kureed setu an Tad Rozeg an debrer laiked.

Kenderc’hel a ra ar gevredigezh Arkae eus an Erge Vras da lakaat war wel teñzorioù glad ar gomun a zo ivez un tamm eus glad ar Vretoned.

Embannet er gelaouenn sizhuniek ” Ya” e 2013.

Pennad orin / Texte original

Troidigezh / Traduction

Gouzout Muioc’h / Pour aller plus loin