An afer Seneg hag ar brezhoneg (L’affaire Seznec et la langue bretonne)
Brudet kaer eo an afer Seneg e-touez Breizhizeliz dibaoe ar bloaz 1924 – 90 vloaz a zo -,pa z’eo bet kondaonet Gwilhom Seneg da vezañ bac’het betek fin e vuhez evit bezañ lazhet Per Kemener, marc’hadour prenn ha kuzulier meur Penn-ar-Bed.
Brudet eo bet dreist-holl dre m’ he deus klasket ar familh Seneg dont en dro dre bevarzeg gwech war ar varnedigezh, pa oa Seneg o huchal a-bouez-penn e oa didamall diouzh an torfed lakaet war e choug.
Luziet bras eo an afer : ma n’eo ket anat penn da benn e vije kablus Gwilhom Seneg, n’eo ket anat ne vije ket kablus kennebeut.
Da gentañ un tamm sell a-dreñv war ar pezh a ya d’ober an afer Kemener-Seneg
E miz Mae 1923, Gwilhom Seneg, perc’henn ur stal heskennerezh koad e Montroulez a ya gant e gomper Pêr Kemener, marc’hadour prenn e Landerne da glask fred e Pariz d’ar c’hirri-dre-dan « Cadillac » chomet war lerc’h an Amerikaned e 1918. Mont a ra an traoù kamm-digamm betek Houdan ur c’hant kilometr bennak eus Pariz. Debriñ koan a ra an daou gomper ha da heulh den ebet mui n’o deus gwelet fri Pêr Kemener. Miz war-lerc’h emañ ar polis war an taol. Seneg n’eo ket gouest da zisplegañ ar rak hag ar perak eus ar veaj war-zu Pariz. Gevier tout zo gantañ, sed m’eo lakaet ar muntr war e choug daoust ma n’eus ket bet kavet korf Kemener neb lec’h. Jureed Penn-ar-Bed a lak anezhañ en toull-bac’h betek fin e vuhez. Dieubet eo bet Seneg e 1947, marv eo e 1954 met n’eo ket bet sklaeraet an afer morse.
Sellomp a-dost bremañ ouzh daou damm eus an teuliad daou damm a dremen e brezhoneg
Ar familh Jacob eus Plouared hag ar vekanig-skrivañ
D’an 12 a viz Even, pemzekteiz war-lec’h beaj an daou gomper sa Pariz, e ya Seneg gant e garr war-zu Landreger gant ar soñj feurmiñ e garr –samm d’ur marc’hadour avaloù-douar. Dihanañ a ra Seneg e Lann-vihan, ur menaj bihan sko ouzh bourc’h Plouared. Luget eo ar c’harr emezañ ha eñ lakaat en-dro e wetur-dre-dan e-barzh ur verje gant sikour ur peizant yaouank ha kuit war zu ar vourc’h. Lavarout a ra d’ar barner en deus kemeret an tren da vont da Sant Brieg da glask un dinamo, distroet da Vrest, da welet ur c’hamalad, distroet d’ar gêr d’an 13 hag aet da glask e garr en dro gant ur marc’h-houarn en dro d’ar 14.
Kontañ gevier en deus graet a lavar tamallerien Seneg, kemeret en deus an tren betek an Havr Nevez lec’h eo bet gwelet an 13 o prenañ ur vekanig skrivañ. Pa zeu en dro d’ar 14, peizanted Lann-vihan a lavar e oa war e skoaz ur pezh pakad kuzhet dindan un tamm paper melen, ur pakad en doa ment ar vekanik skrivañ.
Ar vekanig-se a zo a-bouez rak warni eo bet bizskrivet war ur baperenn eo bet gwerzhet maner Traou-Nez e Plourivo gant Kemener da Seneg.
Nemet sinatur Kemener a zo faoz sed e vez tamallet ouzh Seneg bezañ skrivet un baperenn-werzh faoz evit laerañ e gomper. Ar vekanig a vo adkavet pelloc’h, kuzhet e plañchod un atalier eus Seneg e Montroulez.
Ar familh Jacob zo bet goulennataet meur a wech : da gentañ e Plouared en o zi e Lann-vihan gant An Ao Cunat mestr an enklaskerien eus Pariz , gantañ e oa un enseller eus Roazhon François Chélin « En qualité d’interprète de la langue bretonne ». Aet e oant ivez da welet Louis Le Roy, menajer e Warvegez oadet a 18 vloaz. Ar barner Campion a ouie brezhoneg pa oa eus Bro Dreger, daoust d’an dra-se hervez reolennoù ar mare-se e oa ret kaout ur jubennour pa neus degemeret ar familh Jacob en e vurev e palez justiz Montroulez. Leon Jacob, 19 vloaz, labourer douar, e c’hoar Anna 20 vloaz o deus roet o zesteni e galleg, o mamm Gabrielle Barbier, intanvez Jacob, 56 bloaz, a zo bet troet he c’homzoù gant « Jean Picard, interprète de la langue bretonne ».
Ur jubennour all a oa e Kemper e-pad ar prozez asiz.
A-bouez-tre e oa komzoù ar re Jacob ha penaos int bet troet.
Tri zra o deus degaset en afer :
Karr Seneg ne oa ket luget anezhañ e-giz en deus lavaret. Pag eo deuet war dro daou zevezh war-lerc’h eo aet en dro ar c’heflusker diouzhtu. Setu Seneg zo dihanet e Plouared espres-kaer met evit ober petra ?
D’ar 14, Seneg n’eo ket deuet eus montroulez gant ur marc’h houarn e-giz en deus lavaret met eus an ti-gar gant ur pakad war e skoaz. Da laret eo ur mañch-gevier eo Seneg.
Ar mell pakad o deus roet e vent hag e liv a oa damm pe damm hini ar vekanig skrivañ.
Difennerien Seneg o deus klasket diskouez e oa bet troet fall gant ar jubennour ment ar pakad ha n’eo ket ur vekanig skrivañ a oa war e skoaz.
Testenioù ar re Jacob o deus lakaet sklaer e oa deut Seneg en dro gant ar vekanig skrivañ ar pezh ‘n eus lakaet ar bec’h warnañ : eñ an hini ‘oa en deus skrivet ar promesa-gwerzhañ a lavar ar boliserien eilet gant an arbennikourien, sed ar pezh en deus kollet anezhañ.
Kemener a gomz brezhoneg war-lerc’h e varv
E miz Kerzu 2013, Seneg a zo en toull-bac’h o c’hortoz e brosez. Ret eo dezhañ prouiñ kousto-pe-gousto n’eo ket eñ en deus lazhet Kemener da nosvezh an 23 a viz Mae 1923 kostez Houdan.
Evit-se petra gwelloc’h eget kaout tud o dije gwelet Kemener bev war lerc’h an 23 a viz Mae.
Goude bezañ klevet daou zen diasur o deus kredet gwelet Kemener e Roazhon pe e Pariz setu ma teu Alfred Lajat, mouler e Montroulez, barzh war an anv « Mab an Argoad » da gontañ emañ tost sur da vezañ gwelet Kemener en ur c’hafedi e Pariz. Med testeni Lajat a vo gwanaet gant hini Visant Inizan, kannad Penn-ar-bed, a embann e oa berrweled da vat Alfred Lajat, pa oa Borgn ha mil anavezet e Montroulez evit nonpas anavezout an dud war ar straed.
D’ar 6 a viz Genver 1924, seizh miz war lerc’h troiad Seneg ha Kemener, François Le Her, kontroler war an tramway e Pariz a ziskler dirak ur poliser en dije gwelet Kemener d’ar 26 a viz Mae 1923.
Setu ar gejadenn hervez e ziskleriadenn : «
« Je ne crois pas me tromper vous êtes M. Le Her ?
Oui et vous êtes M. Quéméneur !
Nous nous sommes serrés la main et on a causé en breton ».
Maz ‘eo gwir pezh a lavar Le Her eo an enklask penn-da-benn a zo lakaet d’an traoñ. Sed ma vo gwiriekaet ur bern traoù da c’houzout ha moien oa da gaout fiziañz en ennañ.
Goulenn a ra prokulor Roazhon e vije un enklask da c’houzout ha gouzout a rae brezhoneg Pêr Kemener. Setu respont prokulor Montroulez d’an 31 a viz Meurzh 1924 :
« Étant né à Saint-Sauveur de parents bretons, y ayant habité et ayant même tenu un commerce de vins jusqu’à la guerre, étant au contact continuel tant par son commerce que par la politique avec les cultivateurs et les gens de la région, il parlait constamment l’idiome breton qu’il connaissait à fond et qui est le langage courant et habituel de cette région ».
Ur fazi a ra prokulor Montroulez memestra, n’eo ket bet ganet Pierre Quemener en Dre-nevez met e Post-ar-Gall e Kommana e 1877. Deut eo da chom diwezhatoc’h e bourc’h an Dre-Nevez.
Evit echuiñ e vo lakaet sklaer ne oa ket testeni Le Her gwall sirius. Ne ouie ket resis peseurt devezh en doa kejet gant Kemener. Hen anzav en deus graet e 1946.
Difennerien Seneg a lavar en deus bet ur pansion brezel 100% e pad ar prosez evit heñchañ anezhañ da vezañ diresis dirak ar jureed.
Le Her a ouie brezhoneg mat tre ha galleg fall a walc’h, skrivañ a ra gant gant kalz a droioù brezhoneg. Graet en deus bruderezh e brezhoneg er c’helaouennoù e-pad ar brezel evit klask prenañ krec’hin loened. Lazhet eo bet a daolioù pistolenn gant e wreg (Merc’h Seneg) e 1948.
Roud ebet eus an afer e brezhoneg er c’helaouennoù
Pa glasker roud eus an afer Seneg er c’helaouennoù brezhonek ne gaver tra ebet da vare m’eo tremenet an traoù. Nag er C’hourrier du Finistere, Nag en Union agricole n’eus bet kaoz nemet e galleg eus ar prosez.
Fanch Gourvil a oa penn kazetenner, Mouez ar vro bet embannet e etre 1919 ha 1921 e Montroulez gant Alfred Lajat, n’en deus ket skrivet tra e brezhoneg war ar prosez. Lezet en deus e dielloù Penn ar Bed un teuliad war an afer lec’h e tispleg penaos eo diskredig da genver komzoù Seneg.
Koulskoude Gourvil zo aet war un dachenn nebeut darempredet gant kelaouennerien ar mare-se, hini ar c’hampoù amerikan.
Daou gamp bras a oa e Breizh : hini Montoire e Sant Nazer hag hini Pontanezen e Brest. Ar stad C’hall en deus prenet madoù an Amerikaned, met lezet o deus ar pep brasan da vreinañ pe da vezañ laeret Setu pezh a skriv er gelaouenn Mouez ar vro an 3 a viz Genver 1919 : « N’eo ket hebken ar gwall-amzer a ra e reuz war binvidigezhioù an Amerikaned, al laeron a zo kouzet warno evel brini, hag a zibrad anezho prim ha prim … hogen an hini ar muiañ kablus en kement-mañ, n’eo ket al laer, uhel pe izel, hogen ar Stad, en deus diskouzet ur wech ouzhpenn penaos n’eus ket falloc’h eveshaer egetañ eus mad an holl, en deus lezet miliardoù a varc’hadourez da vezañ konfontet en ampoent ma oa ar muiañ ezhomm anezho, hag en deus graet pep tra evit tentiñ al laeron koulz lavaret.»
Goude kondaonidigezh Seneg da vezañ kraouiet da viken d’ar 4 a viz Du 1924, emañ e familh o klask lakaat ar justiz da zont en dro war varnedigezh jureed Kemper. Evit-se e ranker degas traoù nevez a c’hellfe bezañ bet kuzhet pe a vije chomet dianav da vare ar prosez.
Er bloavezhioù tregont eo ur barner-kozh eus Gwengamp Charles-Victor Hervé a gemer teuliad Seneg war e gont. Kavet en deus testoù o deus klevet taolioù pistolennoù tal maner Kemener e Plourivo dres da vare m’eo aet diwar-wel kuzulier meur Sizhun. Trawalc’h evit dont en dro war ar varnedigezh emezañ, ha eñ da sevel ur gwir kroaziadeg da brouiñ eo digablus Seneg. E-pad misvezhioù e skriv beb sizhun er gelaouenn « La Province », sevel a ra bodadegoù bras er c’herioù bras eus ar vro hag e Pariz ; lakaat a ra miliadoù a Vretoned da sevel a-du gant ar familh Seneg.
Ar gwerz : “Justis evit Seznec“
E-kreiz ar c’houlzad reuz se en em lak ur barzh yaouank eus Kastell-Paol, Fransez Mari Stefan, da sevel ur ganaouenn : « Justiz evit Seznec » a vo embannet kerkent er gelaouenn La Province d’an 23 a viz gouere 1932. Kinniget eo ar werz d’an Itron Seznec ha d’e verc’h, da Eugene Delahaye, rener ar gelaouenn ha da Charles-Victor Herve. »
« An holl a oar bremañ, Seznec a zo divlamm
Ha goulenn a reer holl terriñ ul lezenn-gamm »
Echuin a ra ar werz 13 poz-kan enni gant ur galv d’ar Vretoned
« Goulennomp ma vo ar justiz eeun ha karet en hor bro, ‘vit Seznec, e diegezh hag ar justiz gwirion, Savomp holl hor mouez ! War-sav tud a galon !!! »
Sinañ a ra e ganaouenn Eostik Kreizker. Ar memes bloavezh e embann « Kanaouenn nevez war sujet torfed Roazon », diwar-benn an taol freuz zo bet gant ar strollad kuzh Gwenn ha du a enep delwenn Anna Vreizh daoulinet dirak roue Bro-C’Hall.
Fransez Stefan a gemero perzh en emvodoù evit Seznec. Mervel a ray o stourm ouzh an nazied e-barzh ar rezistañs e-pad ar Brezel bed diwezhañ.
Tro-wenn a ra an emsav da zieubiñ Seznec, rak ar C.-H. Herve, goude bezañ tamallet ur bern tud en afer a lez da gouezhañ, rener « La Province », kondaonet d’e dro gant ar justiz evit bezañ tamallet tud e gaou.
Brudet eo ivez ar barner kozh Herve evit an afer Valoris-Loth a rae war dro. William Loth, mab Joseph Loth, keltiegour eus ar c’hentañ troc’h a oa ijinour, ha tamallet oa gant Valoris bezañ laeret ur sistem da henchañ ar bagoù hag ar c’hirri-nij dre wagennoù.
Ar barner Herve, spier e-pad ar brezel 14, a implijas doareoù « James Bond » d’ober e enklask, ar pezh n’en deus ket plijet da bennoù bras ar justiz. Disammet eo bet eus e vicher barner ha lakaet en ospital ar re sod e Sant-Meven. Pa oa lezet da vont e implijas an afer Seneg enep ar justiz, kement ha veñjiñ e enor.
E 1995 e adkemer ar strollad « TRI YANN » ar ganaouenn war e bladenn « Portraits ». Kanet eo e galleg gant merc’h Eostik Kreisker » an Itron Castel. N’eo ket bet adkemeret ar ganaouenn-se e brezhoneg betek gouzout gant kaner ebet dibaoe. Koulskoude en deus klasket Denis Le Her-Seznec, lakaat e stourm da vezañ stourm ar Vretoned. War seulioù palez justiz Pariz e 2005, e oa Josic eus an Tri Yann mui ur gwenn ha du hag ur biniou. Savet zo bet un nebeut pennadoù d’ar mare-se gant tud an emsav a-du gant stourm ar familh Seneg.
Dibaoe disoc’hoù al lez Varn Meur e Pariz o nac’hañ adwelet ar prosez, ez eus bet meur a levr o tamall Seneg. Ouzhpenn, dibaoe m’en deus Denis Le Her-Seneg, ar mab bihan, tostaet da vat ouzh mennozhioù ar Front National, en deus kollet kred e Breizh.
Koulskoude ne oar den evit c’hoazh, penaos ha perak eo aet diwar wel ar c’huzulier meur Per Kemener e dibenn miz Mae 1923. Un istor a chomo kevrinus da viken.
Embannet er gelaouenn sizhuniek “Ya” e 2015